Gwener Medici

Ar Venus de' Medici

Gwener Medici, pe Venere de' Medici en italianeg, zo un delwenn hellenek e marmor, 1,53m a uhelder dezhi, mennet da aroueziañ an doueez Afrodite, kizellet e dibenn ar I kantved kent JK, en Aten marteze, diwar batrom un delwenn arem, e doare Afrodite Knidos[1], a vije bet graet gant ur c'hizeller a laboure hervez giz Praksiteles

War ziskouez emañ e Mirdi an Ofisoù e Firenze (Italia).

Tennañ a ra da zelwenn Afrodite Knidos, gant he dorn dirak he gaol. Evelti e seblant an doueez bezañ o paouez diflukañ e-maez ar mor, hervez a zo damlavaret deomp gant an delfin e-harz he zreid, goude ma n'eo ket sur e oa al loen en delwenn arem orin.

Watelet oc'h ensellout ar Venus de' Medici, livet gant Greuze, war-dro 1765.
  1. Mansuelli, Galeria degli Uffizi : Le Sculture

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy